Aotroù Prezidant Rannvro Breizh,
Aotroù Prefed Rannvro Breizh,
Aspediñ a reomp ac’hanoc’h, war an ton bras, da lakaat da dalvezout pempvet lodenn ar c’hastizoù divizet, d’an 8 a viz ebrel 2022, gant holl Stadoù Europa, da-c’houde lazhadeg Boutcha. Hervez ar skrid-mañ ez eo difennet d’an holl listri rus da zont e-barzh porzhioù an Unvaniezh.
Gwelet ar Shtandart, ur yacht prevez rus hag ul lestr o tezougen tremenidi, oc’h ac’hubiñ hag o pistriañ hor rannvro a lak ac’hanomp da vezañ heuget bras. Saotriñ a ra ar vag-mañ, ha homañ e-maez al lezenn, hor bro ha kaoz glad an arvor, dre an digastiz hag an torroù-gwir en devez betek bremañ, hag ivez dre ar prenadur hag an dizurzh sokial a zegas.
En ur ober e aferioù bihan, e klask Vladimir Martus, e gapiten ha perc’henn, tennañ gounid diwar ar skoazelloù dengar evit e vad dezhañ, implij a ra an traoù spontus a ra ar Rused en Ukraina evit e varketing dezhañ e-unan, krediñ a ra lâret ez eo ur repuad, kemer a ra dre widre dilhad un enebour da b-Poutin, ar pezh n’eo ket, hag oc’h en em ginnig evel ur reuzied e touell an dud, ar bed en tu-gin eo. En aezamant e yacht 34 metr hirder hag e abadennoù ofisiel en deus Martus ar spered-ki da lakaat an dud da grediñ e c’houzañv kement hag an Ukrainiz, kollet pep tra gante, izili o familh kaset d’ar brezel, skrapet, lakaet en toull-bac’h, harluet, gwallet, jahinet, drouglazhet gant e genvroiz.
Skoulmañ a ra war an dro darempredoù tomm gant kelc’hioù ar galloud e Rusia, livañ a ra gevier war mignoned wirion Ukraina, skignañ a ra un ideologiezh panrus, ha harpet eo gant ur rouedad franko-rus a-du gant Poutin hag a vag kasoni ouzh an Ukrainiz. Kenwallerien a zo e-kreizig-kreiz melestradurezh uhel Bro-C’hall, evel m’hen diskouez ar floderezh ensammet gant an DNRED. En amzer da zont e vo douget ganeomp-holl mezh ar c’henlabour-mañ !
Goulenn a reomp ma rafe Rannvro Breizh evel kerioù An Oriant, Sètes ha Bourdel, ma vefe a live gant Galisia e Bro-Spagn, skarzhet ganti ar Shtandart eus gouel-meur Vigo ha difennet outañ douarañ e La Coruña. Dre berzh pennad 3 sexies bis reolennoù U.E. n° n°833/2014, e rank al lestr rus-mañ bezañ forbanet eus Konkernev, eus Sizhun ar Mor-Bihan, eus Brest, eus Kameled, eus Gouel kan ar vartoloded, eus Deiz-ha-bloaz ar Grand Léjon, hag all. N’eo ket ar Gwenn-ha-Du ur banniel-lezober, a c’hallfe bezañ saotret dinec’h-kaer gant ul lestr o servij ur Stad anavezet evit bezañ a-dreñv ar sponterezh er bed.
Nann d’ar Shtandart en Europa !
#NoShtandartInEurope, Facebook
#NoShtandartInEurope, Website
#NoShtandartInEurope, Twitter
3 commentaires sur « Nann d’ar Shtandart, lestr ha kannad Poutin e Breizh ! »