Nann d’ar Shtandart, lestr ha kannad Poutin e Breizh !

Prezidant Rannvro Breizh, Prefed Rannvro Breizh, aspediñ a reomp ac’hanoc’h, war an ton bras, da lakaat da dalvezout pempvet lodenn ar c’hastizoù divizet, d’an 8 a viz ebrel 2022, gant holl Stadoù Europa, da-c’houde lazhadeg Boutcha. Hervez ar skrid-mañ ez eo difennet d’an holl listri rus da zont e-barzh porzhioù an Unvaniezh.